Ar porched nevez Kleweled.bzh
Traoù nevez zo gant bed ar brezhoneg, Kinniget e oa bet digwener Kleweled.bzh, ar porched nevez a vod an danvezioù produet e brezhoneg : abadennoù radio, filmoù, teulfilmoù pe c’hoazh stiradoù. Gant-se eo bet bodet danvezioù an holl aktourien ‘giz Frañs 3, Dizale, Breizhoweb ICI pe c’hoazh Radio Breizh evit ma c’hello yann brezhoneger kavout abadennoù e brezhoneg en un doare kalz aesoc’h, ha dizoleiñ labour pep hini. Sarah Gibet he deus kemeret perzh er skipailh neus savet ar porched ha Samuel Julien a zo rener Dizale.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel